08 novembre 2008
Chanson Nouvelle
Pour Phillipe MARLU-
Em gibell zo ur vorganez
Ur vorganez o kouronkan, ur vorganez o tiskanan
Kanaouennou an dud a vor
A boan gwisket, gant eonenn
En em flour gant un tamm soavon
O teskin din e zoareou
Ha douster he c'hanaouennou
O tistrein deus mor komodo
Harpet ouzh kof ur c'hargo
War ribl an dour m'a pesketaet ur vorganez deus ar c'haeran.
Miret am eus anezhi ganin me
E lec'h leuskel 'nezhi barzh an dour
Digaset 'nezhi em ziig plouz
Ur groc'henn tener zo ganti
Lavaret zo bet se din me
Lavaret zo bet din ivez , eo arabat selaou anezhi
Koulskoude eo gwir an dra se
E troan sot gant he genou
N'on ket mestr ken war vourzh ar vag
Pa glevan anezhi o kanan, o kanan en dour o strinkan
Donvaet m'eus 'nezhi gant flouradenn, gant flouradenn
ma vanegenn
Met pa glaskan he muzellou
E riskl he gorf tre ma daouarn
Pellaad a ra diouzhin neuze
HA strinkan dour a ra warnon
Yac'h vel ur pesk mont a ra kuit
Em gibell dindan ar spoum gwenn
Koulskoude n'eo ket ken diaes
Mont a ra kuit en ur neuial
Etrezek bro ar Marigot
Hag me neuze zo dilezet
O redek war lec'h ar c'hregin
Gortoz a ran teufae en dro
Gant ar mor bras, my bonnie
Hag me kabiten Abrobin
En em c'houlenan hirie c'hoazh daoust hag kanaouenou
Morgan a gustumm kaout na pen na lost
Commentaires
Poster un commentaire
Rétroliens
URL pour faire un rétrolien vers ce message :
http://www.canalblog.com/cf/fe/tb/?bid=108464&pid=11281815
Liens vers des weblogs qui référencent ce message :




